Patrom:Degemer/Keleier
Neuz
Un tamm sell war red an darvoudoù
Doare an 21 Gwengolo 2024 ha Keleier ar vro.
- 13-19 a viz Gwengolo : glav-pil ha dour-beuz e meur a vro eus kreiz Europa (Roumania, Polonia, Tchekia, Aostria ha Slovakia), gant e-leizh a zistruj da-heul ha meur a zen lazhet.
- 5 a viz Gwengolo : Michel Barnier (skeudenn) zo anvet da gentañ ministr Bro-C'hall.
- 24 a viz Eost : ouzhpenn 400 den zo lazhet e norzh Burkina Faso en un dagadenn gant ur strollad islamourien stag ouzh al-Qaida.
- 17 a viz Eost: Nusantara a deu da gêr-benn Indonezia e-lec’h Jakarta.
- 16 a viz Eost : dilennet eo Paetongtarn Shinawatra da gentañ ministrez Thailand gant Kambr dileuridi ar vro.
- 15 a viz Eost : e bandenn Gaza e sav an niver a Balestiniz lazhet gant Arme Israel, abaoe deroù an emgannoù, da 40 000.
- 9 a viz Eost : e gwallzarvoud un nijerez ATR 72 e Brazil ez eus lazhet 62 zen.
- 8 a viz Eost : an armerzhour Muhammad Yunus, tapet gantañ ar Priz Nobel evit ar Peoc'h e 2006, zo anvet e penn gouarnamant Bangladesh gant prezidant ar vro, goude dilez ar gentañ ministrez kent Sheikh Hasina.
- 8 a viz Eost : Carles Puigdemont a zistag ur brezegenn dirak meur a vil den en ul lec'h foran e Barcelona, a-raok tec'hout da Velgia en-dro.
- 6 a viz Eost : deroù argad oblast Koursk gant Nerzhioù lu Ukraina.