Mont d’an endalc’had

Gwallreuz naturel

Eus Wikipedia
gwallzarvoud naturel
failure mode
Iskevrennad eusdesastre, natural phenomenon, riskl naturel, risk source, environmental disturbance Kemmañ
Abeg pennañtommadur ar blanedenn Kemmañ
Efedlabez Kemmañ
Manifestation ofriskl naturel Kemmañ
Handled, mitigated, or managed bydisaster preparedness Kemmañ

Ur Gwallreuz naturel a vez graet eus ur gwallzarvoud gant abegoù naturel ha gant un disoc'h fall evit kevredigezhioù denel. Meur a zoare gwallzarvoudoù naturel a zo evel diruilhadoù, sec'hor, krenoù-douar, dour-beuz, amzer c'hor, riskloù douar, kelc'hwidennoù trovanel, tanoù-gwall pe dislonkadennoù menezioù-tan. Ouzhpenn ar re-se e c'hall bezañ ivez eus korventennoù erc'h, korventennoù traezh, korventennoù tan, grizilh, riell, dolinoù, arnev, avelioù-tro ha tsunamioù. Ur gwallreuz naturel a c'hell bezañ mammenn distrujoù savadurioù denel betek kolloù buhez. Mammenn eo ivez da kolloù ekonomikel, e liamm gant braster ar gwallreuz. An distrujoù ha disoc'hoù fall a vez liammet gant penaos eo prientet an dud da dalañ ouzh gwallreuzioù, na pegen solud eo ar savadurioù, hentoù ha frammoù all (pontoù...) el lec'hioù tizhet. Lod skiantourien a embann e vefe mat paouez gant implij an droienn "gwalldaol/gwallreuz naturel". Gwelloc'h e vije hervezo d'ober gant an doare simpl "gwallreuz". Ne vije nemet da ouzhpennañ mammenn ar gwallreuz. Ur gwallreuz a erru pa vez un ober naturel dreistordinal (a-wechoù gant un orin denel kemmesket) o erruout etrezek ur gumuniezh denel. An disoc'hoù hag ar grevusted anezho a vez liammet gant ledander an darvoud ha kizidigezhioù ar c'hevredigezhioù tapet.

Dielfennadenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwallreuz naturel a vez graet eus un darvoud gant ur skog uhel war ur gevredigehz pe ur gumuniezh denel goude un taol-fall gant un abeg naturel.