Mont d’an endalc’had

sant

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.
Eilstummoù tipografek Gwelet ivez : Sant , Sant-

Brezhoneg

Etimologiezh

Diwar ar ger latin sanctus.
Meneget en henvrezhoneg hag er C'hatolikon (sant).
Da geñveriañ gant ar gerioù sant en kembraeg, sans en kerneveureg.

Anv-kadarn

Unander Liester
Gourel sant
/ˈsãn(t)/
sent
/ˈsɛn(t)/
Benel santez
/ˈsãntɛs/
santezed
/sãnˈteːzɛt/

sant /ˈsãn(t)/ gourel (liester : sent ; benel : santez)

  1. → Termenadur da glokaat (Ouzhpennañ)
    • Da serr-noz, hervez 'gleven, e rae meur a foeter-bro un tammig reorad, met war a gredan, nag an Aotrou Doue, na sant Erwan venniget ne selle re verr an naontek a viz Mae ouzh levenez druezus an dud kaezh-sez... — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 55.)
    • ..., met allas e soutanenn damwenn a denne da gouez sant Loeiz « du pa vez gleb, ha pa vez sec'h gwall vrizh ». — (Jarl Priel, Amañ hag Ahont, Al Liamm, 1957, p. 23.)
    • Pa seller etremek ar c’hreisteiz, he deus doare Tuchenn Sant Mikael da vezañ stag ouzh Tuchenn ar Mouilc’hi, anvet c’hoazh Menez Kador. — (Yeun ar Gow, E Skeud Tour Bras Sant Jermen, eil emb. Al Liamm, 1978, p. 15.)
    • - Evidon na rin kennebeut !
      Noazh va faotred, va chatal treut :
      Na rin ket, m'hen toue ru-glaou-tan,
      Sant Kado kerkoulz ha Sant Yann !
      — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 196.)
    • ..., merc'hed diwar ar maez, stardet ganto o disglavieroù war boull o c'halon, o pediñ Sant Paeron Lannevern. — (Jakez Konan, Lannevern e kañv ha danevelloù all, Al Liamm, 1980, p. 25.)

Troioù-lavar

Troiennoù keñveriañ

Krennlavaroù

  • Hemañ zo evel Sant Tomaz
    Diwezhañ den a gredas
  • Itron Varia-Druez hag an Aotrou Sant Pêr
    A ro d'ar gwall saout kerniel berr
  • Ne servij ket
    Pediñ ar sant pa ne glev ket

Gerioù kevrennek

en anvioù-lec'hioù :

evel rakger :

Deveradoù

Troidigezhioù


Kembraeg

Etimologiezh

Diwar ar ger latin sanctus.
Da geñveriañ gant ar gerioù sant en brezhoneg, sans en kerneveureg.


Anv-kadarn

sant /sant/ gourel; (liester saint /sajnt/), seintiau /sejntiaj/), .

  1. Sant.
    Dewi Sant : Sant Dewi.